Dañs
Neuz

An dañs pe ar c'horoll[1] zo un arz evit lakaat an den da c'hoari gant e gorf ken ma ra un heuliadenn a fiñvadurioù kenurzhiet diwar mentadur ar sonerezh d'an aliesañ. An dañs zo ur stumm arz bev, met gallout a ra bezañ ul lid, pe un dudi ivez. Gallout a ra eztaoliñ soñjoù pe fromoù, pe kontañ un istor.
Seurtoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar varrez ("dañs klasel" a vez graet anezhi ivez e broioù ar C'hôrnog) : orin ar varrez a zo e-pad an Azginivelezh italian er XVvet kantved. Barrezioù a vez graet ivez eus ar c'horollarvestoù kinniget er c'hoarivaoù.
- dansoù hengounel : dañsoù (stroll alies) graet gant pobloù ar bed en un doare hengounel, bremañ alies evit an dudi pe en arvestoù. Tennañ a reont eus sevenadurioù hag istor ar pobloù-se : dañsoù Breizh, dañs Iwerzhon, flamenco, dañs klasel India, an dañs afrikan...
- dañsoù saloñs : valsenn, tango...
- dañsoù latin : mambo, salsa, samba...
- an dañs hip hop
- an dañs jazz
- an dañs a-vremañ, hag all.
E Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar barrez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ren Loeiz XIV e voe diorroet an dañs klasel kalz gant korollarvestoù a oa bet krouet evit ar roue.
Hiziv-an-deiz, evit dont da vezañ ur "dañserez steredenn" eo ret kregiñ an dañs abred. Ret eo kaout an TMD (technique, music, danse)(Daveoù a vank). Mat eo mont en ur skol dañs vroadel met n'eo ket rediet. Ha goude eo ret gortoz bezañ choazet gant Opera Pariz : pa 'z oc'h choazet e vez graet steredenn ac'hanoc'h(Daveoù a vank).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelet an anv-tiegezh brezhonek Koroller, Coroller, Le Coroller.
